British Chess Magazine

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

British Chess Magazine eo koshañ kazetenn echedoù ar bed o vout embannet c'hoazh. E 1881 e voe krouet. Miziek eo.

Embannet e voe a-hed ar Brezel bed kentañ hag an Eil brezel bed. BCM a reer outi alies e bed ar c'hoarierion echedoù.

Savet e voe ar gazetenn gant John Watkinson (1833-1923) hag a voe he fenngazetennour kentañ. A-raok, John Watkinson en doa embannet ur gazetenn echedoù arall, an Huddersfield College Magazine. Adalek he fenn-kentañ e ro keleier ag an echedoù er bed a-bezh, ha n'eo ket e Breizh-Veur hepken.

Ur gazetenn brevez ha dizalc'h eo. N'he deus bet liamm ebet gant Kevre Echedoù Breizh-Veur biskoazh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy